아래는 노래 가사입니다. An Durzhunel , 아티스트 - Alan Stivell 번역 포함
번역이 포함된 원본 텍스트
Alan Stivell
Kalz amzer am-eus kollet o furchal er c’hoajou
O klask tapout un durzunel kousket war ar brankou
Devet am-eus ma amors ha tennet am-eus fall
Achapet an durzunel ha nijet d’ur c’hoad all
Diouz an noz hag ar mintin e klevan al lapoused
O kana, o fredonin, da veg ar gwez pignet
Ma n’eus nikun anezo hag a bik ma c’halon
Evel mouez un durzunel o ouelan d’he mignon
Hirvoud a ran nozh ha deiz gant ar boan ha glac’har
Evel eun intanvez paour kollet ganti e far
Ma n’eus nikun anezo hag a bik ma c’halon
Evel mouez un durzunel o ouelan d’he mignon
Petra turzunel yaouank a dourmant
Mont a ran da vervel" raktal eo tremenet
Melezour skler ha brillant deus ar fidelite
Ar model ar sinseran deus ar gwir garantez
Nann, ne varvin ket kontant ma ne varvan fidel
Birviken ne zizonjin marv an durzunel
다양한 언어로 된 노래
모든 언어로 고품질 번역
몇 초 만에 원하는 텍스트를 찾으세요